30/07/2026
[BZHG] Ul laz-kanañ nevez e brezhoneg e Gwened !
Adalek miz Gwengolo 2026 e tigoro ul laz-kanañ nevez gouestlet d'ar c'han e brezhoneg e dorioù d'an holl e Ti Ar Vro Bro Gwened.
Douget gant Kevread Kanomp Breizh, skoazellet gant Ti Ar Vro Bro Gwened, pal ar raktres a zo strollañ mouezhioù tro-dro da ganaouennoù e brezhoneg, evit lidañ hor sevenadur.
Renet gant Axel Landeau, digor eo al laz-kanañ d'an holl re a fell dezho kanañ e brezhoneg, d'ar re a oar kanañ ha d'ar re ne ouezhont ket c'hoazh, o tont eus Breizh a bezh. Ar pezh pouezusañ eo ar c'hoant d'en emouestlañ 'barzh ar strollad.
Dalc'het e vo ar pleustradegoù ur wech ar miz, ur sul bennak, evit ma c'hello pep hini kemer perzh en avañtur-mañ o kenderc'hel gant e engouestloù all.
Plijout a ra deoc'h kanañ? C'hoant o peus pleustriñ ha derc'hel bev ar brezhoneg ?
Gant plijadur e tigemerimp ac'hanoc'h el laz-kanañ !
Evit kaout muioc'h a ditouroù : [email protected] / 07 71 57 30 35.
**
[FR} Un nouveau chœur en breton voit le jour à Vannes !
À partir de septembre 2026, un nouveau chœur dédié au chant en langue bretonne ouvrira ses portes à Vannes, dans les locaux de Ti Ar Vro Bro Gwened.
Portée par la Fédération Kanomp Breizh, avec le soutien de Ti Ar Vro Bro Gwened, cette nouvelle initiative a pour ambition de rassembler les passionnés de chant et de culture bretonne autour d'un projet musical exigeant, convivial et ouvert à toutes et tous.
Sous la direction d'Axel Landeau, le chœur explorera un répertoire exclusivement en breton, mêlant œuvres traditionnelles et créations contemporaines. L'objectif est de contribuer à la transmission et à la valorisation de la langue bretonne à travers le chant collectif.
Les répétitions auront lieu un dimanche par mois, permettant à chacun de s'engager dans cette aventure musicale tout en conciliant ses autres activités. Le chœur est ouvert à toutes les personnes motivées, qu'elles aient déjà une expérience chorale ou qu'elles souhaitent découvrir le chant en ensemble.
Vous aimez chanter ? Vous souhaitez pratiquer et faire vivre la langue bretonne ?
Deuit ganeomp !
Pour plus d'informations : [email protected] / 07 71 57 30 35.